catalogue ~ rollad

Sujets de rédactions pour étudiants

Petra rit d’ar sadorn goude ho labour?
Que ferez-vous samedi après votre travail ?

Un nozvezh war ar maezh pe un nozvezh e kêr : kontit an eil pe eben.
Une nuit à la campagne ou une nuit en ville : racontez l’une ou l’autre.

Kontit ar pezh a ousoc’h ha lavarit ar pezh a sonjit diwar-benn an dud youank-se a zo bet anvet a-wechoù « hippies » e saozneg, hag en deus Jack Kerouac taolennet o doare-bevañ.
Racontez ce que vous savez et dites ce que vous pensez de ces jeunes gens qui ont parfois été appelés « hippies » en anglais, et dont Jack Kerouac a dépeint le mode de vie.

Savit ur pennad-skrid diwar-benn un den fentus, pe un den disheñvel-tre diouzh ar re all e doare pe zoare, oc’h eus anavezet, pe hoc’h eus klevet komz diwar e benn.
Composez un texte sur une personne rigolote, ou très différente des autres d’une manière ou d’une autre, que vous avez connue, ou dont vous avez entendu parler.

Kontit ul lidambroug bennak, relijiel pe get, pe un dibunadeg bennak studierien pe micherourien en harz-labour, o vale a-hed straedoù ur gêr vras.
Racontez un défilé, religieux ou non, ou bien une manifestation d’étudiants ou d’ouvriers en grève, parcourant les rues d’une ville.

Un devezh goañv, e kêr pe war ar maez.
Une journée d’hiver, en ville ou à la campagne.

Kontit unan eus ho tevezhioù-labour, hini dec’h da skouer.
Décrivez l’une de vos journées de travail, celle d’hier par exemple.

Peseurt pouez he deus ar beskerezh e buhez hor bro? Peseurt dazont en deus an ijinerezh stag ouzh ar beskerez?
Quelle importance a la pêche dans la vie de notre pays ? Quel avenir a l’industrie liée à la pêche ?

Perak ez eo pouezus, ha talvoudus, anavezout ar vro a vever enni? Hag anavezout a rit mat hor pro?
Pourquoi est-il est important, et utile, de connaître le pays dans lequel on vit ? Connaissez-vous bien notre pays ?

Hag-eñ e tlefe al loened gouez bezan gwarezet? E peseurt doare? Petra a ouzoc’h diwar-benn an tachennoù bras-se, a gaver bremañ e meur a vro, e-lec’h ma c’hell al loened gouez bevañ e peoc’h hag en o frankiz?
Les animaux sauvages doivent-ils être protégés ? De quelle manière ? Que savez-vous de ces vastes espaces, qu’on trouve aujourd’hui dans maints pays, où les animaux sauvages peuvent vivre en paix et en liberté?

Gouzout a rit e vez kontammet bremañ an aer a analomp, an dour a evomp, an douar hag ar mor a ro deomp boued, gant loustoni a bep seurt. Petra soñjit eus ar gudenn? Petra ‘zlefe bezañ graet da saveteiñ buhez ha yec’hed an dud?
Vous savez que sont aujourd’hui contaminés l’air que nous respirons, l’eau que nous consommons, la terre et la mer qui nous nourrissent, par des saloperies de toutes sortes. Que pensez-vous du problème ? Qu’est-ce qui devrait être fait pour préserver la vie et la santé des gens?

Peseurt ti a blijfe deoc’h kaout da vevañ ennañ?
Quel genre de maison vous plairait-il d’avoir pour y vivre ?

Pêr Denez

Licence Creative Commons Mis à disposition selon les termes de la Licence Creative Commons Attribution 4.0 International.

Rechercher
Fermer ce champ de recherche.
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.