nedeleg ~ noël

Vous êtes prévenu ~ Kemennet oc’h
Diwallit !

Noël est un moment où tous les problèmes semblent vous assaillir ensemble.
Nedeleg zo ur mare ma seblant an holl gudennoù tagañ ac’hanoc’h asambles.

Si vous avez une grande famille, vous serez coincé sous le même toit avec une flopée de cousins et de neveux,
M’ho peus ur familh vras e viot stanket dindan ar memez doenn gant un tropad kendirvi ha nized,
lesquels peuvent comprendre un certain nombre d’enfants surexcités.
ar re-se a c’hall derc’hel un toullad bugale dreistwasket.

Vous dépenserez probablement autant d’argent au cours d’un mois que vous en dépensez en temps normal au cours d’un trimestre ;
Moarvat e vo dispignet ganeoc’h kement a arc’hant e-pad ur miz hag e tispignot en amzer reizh e-pad un trimiziad ;
vous mangerez certainement beaucoup trop,
a-dra-sur debriñ a reot kalz re,
puis vous aurez des problèmes digestifs.
ha neuze ho po kudennoù kof.
En fin de compte, vous saurez ce que ça coûte de trop boire.
A-benn ar fin e ouzot pegement e koust evañ re.

Si vous êtes marié ou avez un compagnon ou une compagne,
Ma’z oc’h dimezet pe ma’z eus ur c’hompagnun pe ur gompagnunez,
l’un d’entre vous aura sans doute quelques engueulades avec sa belle-famille,
unan ac’hanoc’h en do, moarvat, un nebeud tabutoù gant e dud-kaer,
qui pourront provoquer une engueulade entre vous.
a c’hallo bezañ kaoz d’un tabut etrezo.

*

Nedeleg zo ur mare ma seblant an holl gudennoù tagañ ac’hanoc’h asambles.

M’ho peus ur familh vras e viot stanket dindan ar memez doenn gant un tropad kendirvi ha neveziñ, hag ar re-se a c’hall derc’hel un toullad bugale dreistwasket.

Moarvat e vo dispignet ganeoc’h kement a arc’hant e-pad ur miz hag e tispignot en amzer reizh e-pad un trimiziad ; a-dra-sur debriñ a reot kalz re, ha neuze ho po kudennoù kof; a-benn ar fin e ouzot pegement e koust evañ re.

Ma’z oc’h dimezet pe ma’z eus ur c’hompagnun pe ur gompagnunez, unan ac’hanoc’h en do, moarvat, un nebeud tabutoù gant e dud-kaer, a c’hallo bezañ kaoz d’un tabut etrezo.


D’après Elisa Berthoud & Susan Elderkin – Remèdes littéraires / Se soigner par les livres

Licence Creative Commons Mis à disposition selon les termes de la Licence Creative Commons Attribution 4.0 International.

Rechercher
Fermer ce champ de recherche.
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Et
Assange
?